Kornog IV 
Kornog IV
pladenn ANNAER_404
14 Euros
Sonerezh ar strollad Kornog a vez anavezhet pep lec'h : ar bioloñs hag ar flaüt o kanañ hag o diskanañ ar memes ton asambles gant ar bouzouki hag an gitar o klask ijañ an daou all. Pegen plijus eo, ouzhpenn-se, selaou istorioù Jamie MC MENEMY...
Disoloit strollad ar bladenn-ma: Kornog
Jean Michel VEILLON: Flat-treuz e koad   Jamie Mc MENEMIE: Bouzouki   Christian LEMAITRE: Biolos   Soïg SIBERIL: Gitar
37 munutenn
 Tro ar c'hazetennoù 
E 1980 en doa kejet Jamie MC MENEMY(bet kaner ha soner bouzouki er strollad skosek gwall vrudet Battlefield Band) gant Christian LEMAITRE ha gant ar gitarour Soig SIBERIL. Deut e voe da vezañ brudet ha karet an triad-se dindan anv "Kornog", a-raok bezañ ur pevarad da vat gant ur soner fleüt eus Aodoù-an-Arvor, Jean-Michel VEILLON. Diwar neuze, son Kornog a vo arouezius : unsonioù birvidik-kenañ (ha nevez-flamm e sonerezh Breizh) ar violoñs hag ar fleüt, sterniet gant gweadurioù a-unvouezh leun a lusk "stammet" gant ar bouzouki hag ar gitar; pep tra "temzet" gant fent hag aozadurioù Jamie, dreist-holl evit ar gwerzioù skosek. Kontrol da darn vrasañ ar strolladoù breizhat er bloavezhioù 80, ne sono ket Kornog er festoù-noz ha n'eo nemet er sonadegoù e vo gwelet ar strollad o foetañ Bro-Frañs ha kornog Europa. Souezhet e vo an Amerikaniz gant o zroiad kentañ er Stadoù-Unanet hag enrollet e vo ur bladenn war-eeun e Minneapolis, ken entanet ma oa an arvesterien ("Première"). War-lerc'h e vo teir zroiad er Stadoù-Unanet hag un deirvet bladenn ("Ar seizh awel") met diaes e vo da c'houzañv an diforc'h etre ar strivoù-se hag an diouer a velestradur e Breizh. Soig Siberil ac'h aio kuit e 1986, erlec'hiet gant Gilles LE BIGOT (gitarour ar strollad SKOLVAN hiziv an deiz). Ur bedervet bladenn ("Kornog IV") a vo enrollet met en em zistagañ a raio ar strollad goude un droiad e Yougoslavia, Hellas hag Italia, hag un nebeut sonadegoù gant ar Chieftains e Breizh. Krouet e vo Barzaz gant J. M. VEILLON ha Gilles LE BIGOT. Christian LEMAITRE ac'h aio da gaout STORVAN hag a raio un nebeut troiadoù gant ar Celtic Fiddle Festival (gant K. Burke ha J. Cunningham). Renkañ a raio Jamie MC MENEMY e vouzouki er solier ... Met ne chomo ket pell eno, rak e teuio en-dro gant berv war un toullad enrolladennoù adal 1993 : "E Koad Nizan" (Jean-Michel VEILLON e-unan), "Swing and Tears" (Skolvan), "La Ballade du Nord-Ouest" (Gérard Delahaye), hag all ... hag ivez gant ar strolladoù Taxi Mauve hag Orion. A-benn ar fin, da heul goulennoù aketus H. Freeman (melestrer ar strollad er Stadoù-Unanet) e adsavo Kornog gant ar gitarour barrek Nikolaz KEMENER (kaner ha soner fleüt ivez) a oa bet klevet c'hoazh gant ar strollad Arcady en Iwerzhon ha gant Skeduz e Breizh.
 Prena anezha 
 Distrei d'ar stal 
 Selout ouzh roll an trao da brena 

Tammo a zo
Air du MnFichier son MP3 basse qualité 
Ma Wee Wee Croodin DooFichier son MP3 basse qualité 
 Prena anezha 
 Distrei d'ar stal 
 Selout ouzh roll an trao da brena 
BrezhonegEnglishFrançaisNihongoDeutschItaliano